Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
B u h e z  U r  V a l a f e n n
27 février 2013

Kartenn Hentoù tizh-a-tizh (HTT) er rannvroioù Europa

 anamorphose grande vitesse europe 2015

Goude kartenn dre-leur Hentoù tizh-a-tizh (HTT) e Bro c'hall sellet amañ, setu ur c'hartenn treset gant CNRS Strassburg hag a gas un dremm-all diwar-benn redek krenn-hed rannvroioù Europa. War ar c'hartenn-mañ e vez diskouezet amzerioù-hed gant an Tren tizh-a-tizh (TTT) er bloazh 2015.

Traou nevez gant bro Vreizh war an dachenn-mañ. Pa vezo diamen ar vro gant kartenn Bro C'hall e ziskouezh kartenn HTT Europa ur Vreizh-all en ur stad gwelloc'h a-drugarez d'ar diorradur linnenoù HTT e Frañs. Dreist-holl, e vez gwelleet avat stad avañset tric'horn Pariz-Londrez-Bruxelles hag al linnen Lille-Pariz-Marsilha. 

Er rannvroioù Europa-all e vez lec'hiet-mat a-walc'h rannvroioù bro Alamagn (met souezhus eo sellout ouzh ur c'hartenn hep rannvroiou Alamagn ar reter rak sevet e vez ar studi CNRS e 2009 !). Lec'hiet-mat eo ivez ahelioù Lombardia, Venezzia betek Emilia-Romagna, tu enep Italia krenn ha su. Lec'hiet fall kenañ eo linennoù bro Spagn met iskis a-walc'h eo ivez fedoù CNRS hag a zisonj ahelioù HTT nevez etre Madrid ha Andalusia pe betek Madrid har ar c'hornog, dre skouer. Pell-tre e plas bro Danmark eus ahelioù-grenn Europa met ret eo lâret eo troet ar vro gant stadoù-all Skandinavi. Kerse eo sellout broioù Skandinavi n'int ket skeudennet amañ.

Publicité
Publicité
Commentaires
A
Demat Gartenn, :-)<br /> <br /> TTT ? Nann, n'eus ket siwazh.. Setu perak eo beuzet paourkaezh enez veur ar Gelted ! Met mat a-walc'h trenoù ahont, memestra. Modern ha propr. Met goustadig-goustadig, setu... Nemet ul linenn vras anvet "Enterprise" etre Dublin ha Belfast : 2 e 'vit debreuziñ 170 km...
Répondre
G
N'eo ket diskouezet bro Iwerzhon, n'eus ket Linenn vras?
Répondre
Publicité
Visiteurs
Depuis la création 475 327
Publicité